34. Koumoulen ann Aotrou a roe ivez disheol d’ezho epad ann deiz, pa vijent o’h ober hent.
35. Ha pa vije savet ann arc’h da vont kuit, Moïzes a lavare : Savit, Aotrou, ha ra vezo dismantret hoc’h enebourien, ha ra dec’ho kuit a zirag ho fas ar re ho deuz kaz ouz-hoc’h.
36. Ha pa vije diazezet ann arc’h en he flas, Moïzes
a lavare : Distroït Aotrou, davet arme ho pobl a
Israël.
1. E keid-se e savaz krosmol e touez ar bobl, evel tud hag en em glemm gant re a labour, enep ann Aotrou. Ann Aotrou ho c’hlevaz, hag ez eaz droug enn-han. Hag eunn tan c’houezet gant ann Aotrou, a zevaz ar penn diveza euz ar c’hamp.
2. Neuze ar bobl a griaz oc’h Moïzes, Moïzes a bedaz ann Aotrou, hag ann tan a varvaz.
3. Ha Moïzes a hanvaz al leac’h-se : Ann Tan-goall, dre ma oa bet c’houezet enn ho enep tan ann Aotrou.
4. Rak eunn toullad tud munud, deuet euz ann Ejipt gant ann Israelited, ho devoa eur c’hoant diremet da gaout kik, hag a choume da azeza ha da ouela ; ha