Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/140

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
138
LEVR ANN EXOD.

rout : It, diskennit, rak pec’het en deuz ho pobl, hoc’h euz tennet euz a zouar ann Ejipt.

8. Kuiteet ho deuz buhan ann hent hoc’h euz diskouezet d’ezho, ha great ho deuz evit-ho eul leue gant aour teuzet, hag ho deuz hen adoret ; hag o veza lazet loened en he enor ho deuz lavaret : Ar re-ze eo ho toueou, Israël, ho deuz ho tennet euz a zouar ann Ejipt.

9. Ann Aotrou a lavaraz c’hoaz da Voïzes : Guelout a rann eo ar bobl-ma eur penn kalet a vobl :

10. List ac’hanoun evit ma tan-flammo va buaneghez enn ho enep, ha ma ho distrujinn, ha me ho kraï mestr var eur vroad vraz.

11. Hoghen Moïzes a bede ann Aotrou he Zoue, o lavarout : Perag, Aotrou, e tanfe ho puaneghez enep ho pobl, hoc’h euz tennet euz a zouar ann Ejipt gant eur galloud braz hag eunn dourn nerzuz ?

12. Arabad eo, me ho ped, e lavarfe ann Ejipsianed : Gant finesa en deuz ho zennet euz ann Ejipt evit ho laza e kreiz ar meneziou, hag ho effaci divar c’hore ann douar. Ra gouezo ho puaneghez, ha diskouezit ho trugarez, o pardoni goall-ober ho pobl.

13. Ho pet sonj euz Abraham, Isaak hag Israël, ho servicherien, da bere hoc’h euz touet drez-hoc’h hoc’h-unan o lavarout : Lakaat a rinn ar vouenn ac’hanoc’h da vobla evel stered ann env ; hag ar vro-ze holl a behini em euz komzet, he rei a rinn d’ho lignez, hag he perc’hennot anezi da vikenn.

14. Hag ann Atrou a habaskaaz, ha ne reaz ket d’he vobl ann droug en doa lavaret e raje.

15. Ha Moïzes a zistroaz divar ar menez, o tou-