Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/139

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
137
LEVR ANN EXOD.

enn deiz-se labourou difennet gant aoun na ve effacet hon hanoiou euz a douez bugale Doue, ha n’hor be perz ebed enn ehan dudiuz-se promettet gant Doue d’ar vir Israëlited.





PENNAD XXXII.


Al leue aour.


1. Hoghen ar bobl, o velout e talee Moïzes da ziskenn divar ar menez, en em zastumaz enep Aaron, hag a lavaraz d’ezhan : Sao, gra d’eomp Doueou da gherzet enn hor raog ; rak Moïzes, ann den-ze pehini en deuz hon tennet euz a zouar ann Ejipt, n’ouzomp ket petra a zo c’hoarvezet gant-han.

2. Hag Aaron a lavaras d’ezho : tennit ar c’hleierigou aour diouc’h diskouarn ho kraghez, diouc’h re ho mipien hag ho merc’hed, ha digassit-ho d’in.

3. Hag ar bobl a reaz ar pez en doa gourc’hemennet, hag a zigassaz ar c’hleierigou diskouarn da Aaron.

4. He-ma, o veza ho c’hemeret, ho zaolaz da deuzi, hag a reaz gant-ho eul leue aour. Hag e leverjont : Chetu aze ho toueou, o Israël, ho deuz ho tennet euz a zouar ann Ejipt.

5. Aaron, o velout kement-se, a zavaz eunn aoter dirag al leue, hag a reaz krial dre vouez ann embanner, o lavarout : varc’hoaz ema gouel braz ann Aotrou.

6. Ha da vintin pa oent savet, e kennigjont sakrifisou-losk, hag hostiou a beoc’h, hag ar bobl a azezas da zibri ha da eva, hag e savjont da c’hoari.

7. Hoghen ann Aotrou a gomzaz da Voïzes, o lava-