Pajenn:Herri - Skrituriou sakr - Exod, 1861.djvu/138

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
136
LEVR ANN EXOD.


17. Etre-z-oun ha bugale Israël, eur zin da badout da vikenn ; rak ann Aotrou en deuz great ann env hag ann douar e c’houec’h devez, ha d’ar seizved en deuz ehanet.

18. Hag ann Aotrou, o veza peurlavaret evel-se da Voïzez var menez Sinaï ar pez en doa da lavarout, a roaz d’ezhan diou daolen mean, ar gourc’hemennou skrivet var-n-ho gant biz Doue.


————


SKLERIDIGHEZ.


Pep furnez pep gouizieghez, pep skiant a zeu euz ann env digant Tad ann holl sklerijen. Ar re ho deuz bet donezonou enn doare-ze na dleont ket eta en em gavout braz evit se evel pa ho defe ho gounezet dre ho nerz ho-unan. Mui eghet den, e tlefent guelet a beleac’h e teu d’ezho ann talanchou-ze, hag ho lakaat da dallout evit gloar ann hini en deuz ho roet. Pa fell da Zoue ober eunn dra bennag a vraz gant eur re bennag, e ro d’ezho bepred ar ouizieghez hag ar skiant ret da gaout evit kas al labour-ze da benn. Abarz eta kemer eur vicher pe eur stad a vuez, pep den a dle teurel evez hag hen a zo gouestl da ober deveriou ar garg-se ; ha ma ne d-eo ket, e renk skei izelloc’h.

℣ 14: Mirit va zabbat, rak eunn dra santel eo evid-hoc’h. — Al lezen da ehana dioc’h pep labour eunn devez var zeiz, a zo roet gant Doue d’ann dud abaoe kommansamant ar bed. Falvezet eo bet d’ezhan e vije ann ehan-ze eur zin hag eur marc’had etre ann dud hag hen ; eur zin da zigas sonj d’ezho e pe fesoun en doa krouet ar bed, eur marc’had dre behini en em garghe da rei d’ezho ebarz enn env eunn ehan eternel hag euruz, ma vijent fidel d’he lezen. Miromp eta ar zul pehini eo deiz ar Zabbat evid-omp, ha diouallomp da ober