Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/51

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 50 —
(MANUEL o tont a vel)

Ne c’houlennan netra digant nikun ac’hanoc’h ho taou.

OLIER

Digant piou-ta neuze ? Digant an ankou ?

MANUEL

N’ema ket Biel Pendavad dre ama ?

ANTON

Biel Pendavad ?

OLIER

Hon Tonton d’eomp-ni ?

MANUEL

Ia, ia, ho Tonton madelezuz !

ANTON

Assa ! Evit piou a fell d’id hor c’hemeret ? Daoust ha n’hon deuz-ni ket roet da entent d’id eo sammet gant an ankou ?

OLIER

Er vered duze, her c’havi...

MANUEL

Koulzkoude n’euz ket c’hoaz a zek munut abaoue m’am euz her gwelet o treuzi he borz.

ANTON

Allo, kerz ac’haleze buan, a zo gwelloc’h d’id eget choum da zirezouni d’eomp evel ma rez.

OLIER

Ha da ober d’eomp koll hon amzer !

(Biel en em ziskuez gant eul linser ven varnan).
MANUEL {strafuillet)

... O va Doue !... petra velan !