Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/52

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 51 —


NAVED DIVIZ
ANTON

Assa ? achu e peuz gant da ardou fall !!

MANUEL (o tiskuez)

...Sellit... aze... adren ho kein.

ANTON hag OLIER a zistro da zellet

... Piou an tonnerr !!

ANTON

Eur farser benag sûr awoalc’h, deut ama da glask hor spounta.

OLIER

En esper hor pellât marteze euz an ti-ma, mez n’eo ket en em gavet eno c’hoaz.

ANTON

C’hoant am beffe da baria eo Julian, hennez : o ia, eb douetans ebet... Julian, Julian !

JULIAN (o tiredet)

Setu me ama, ha pa zeo gwir am gwelit dirak ho taoulagad, ne c’hellan ket beza kuzet dindan al linser-ze er memez amzer.

OLIER

Jermen eo marvad, oc’h ober an neuz da veza brassoc’h eget ma z’eo e gwirionez... Diskuez da fas ta, marmouz !

JERMEN (o tiredet)

Senti a ran, hag eur blijadur eo evidon diskuez ama va fas evit rei d’eoc'h da gompren n’oc’h ket c’hoaz divinerien awoalc’h...