dezan ar wirionez, eb kaout aon e ven jalouz ouz va
breur... Goude tout paet e vezi : Olier a vo joa
ganthan rei d’id, ouspen poltret Tonton Biel, eun
dra benag all evit gellout derc’hel sonj euz da vestr,
eur re voutou pe eur jileten.
O breur ! ne gavan ket e ve awalc’h kementze : me a bromet rei dezan eul loïz aour, evit prena eur viskamant a zoare.
Gwelet a rez, Jermen ? Hennez a zo kaloun tout, ha rei a rafe kement tra hen deuz en aviz ober plijadur d’he nessa... (Da Olier, a vouez izel.) E ma dija gounezet ar marmouz.
Petra livirit aze, a vouez izel !
Edon o lavaret d’am breur out bet atao eur zervicher dispar dre al lealdet e peuz diskuezet e servij da vestr.
Oh ! kalz re a veuleudi evidon-me ! Dek gwech muioc’h eget na veritan... Gwelloc’h eo ganen distrei d’am labour.
Evel ma kavi an essa, Jermenik ; ia, kerz da beurachui da labour, mez eb en em skuiza, ha n’ankounac’ha ket dreist-oll ar bromessa e peuz great.
Pe seurt promessa ?
Her gouzout mad a rez, Jermenik paour : ar bromessa da lavaret ar wirionez dirak ar barner Valentin, egiz m’am euz diskuezet d’id bremaïk...