Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/49

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 48 —


JERMEN

Da genta, e c’houlennan amzer da ober va sonj (Mont a ra kuit).

ANTON

Bez disousi, ni a vezo anaoudek en da genver.

OLIER

Kenavo, Jermenik, kenavo, va mignoun !...

————


EIZVED DIVIZ
(Anton hag Olier en em laka da c’hoarzin... ha, ha, ha.)
ANTON

Ac’hanta, breur, petra e peuz-te da lavaret ? N’eo ket founuz ar bourren e m’aoun o paouez tenna ?

OLIER

Eur pabor out, evel ma n’euz ket kalz var an douar, ha mil boan em boa o viret da zirol pa edoz oc’h ober da louarn gant Jermen.

ANTON

Kredi a c’hellez n’eo ket euz ar re fina, hag abalamour da ze oun deut a ben d’her gounid buan awoalc’h.

OLIER

Hag eur vech gounezet hennez, n’euz mui riskl ebet evidomp, emichans ?

ANTON

Nan, riskl ebet... Kompren-ta, aben daou zervez setu ni pinvidikeat gant liardou hon Tonton Biel !

OLIER

Ezom ebet mui d’en em skuiza o labourat !