Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/10

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —


BIEL

Sakondien, biken n’am bije divinet eun evelep finessa !

MORIS

Mad, takebie ! Kred ac’hanon, deut oa braoïk aben euz he daol, rag, d’ar mare ma tiredaz he nizien en aviz teuler dour benniget var ar vaskaon, Laou a jome kuzet adren eun armel, hag ac’hano e velas doare pep hini anezo.

BIEL

Ha pe seurt doare a gavas d’ezho, Moris ?

MORIS

Lod anezho a ziskueze kaout glac’har, mez beza e zoa daou hag a ziskueze neubeutoc’h a geuz d’ho eontr eget a vall da glevet pegement a leve a jome da zastum var he lerc’h ; setu perak, pa zispakas Laou euz he doul-kuz, meudik an daou-ze a goezas brao en ho dorn, a c’hellez kredi.

BIEL

Mad a reas Laou en em gemeret en doare-ze gantho. (Sevel a ra en he za da vale). Sakondien, nag a dud faoz zo var an douar.

MORIS

Da beleac’h e zez-ta evelse ?

BIEL (ennan he-unan hag en eur vale)

Ne ven ket pell, nan, evit ober an dro... Teodou an dud a ielo marteze var araok... Goude tout, petra ra-ze d’in-me ar pez a vo lavaret... (Da Voris). Ia, Moris, setu great ganen va sonj : eun taol henvel euz hennez a fell d’in da ober, sakondien, hag ar c’henta eo ar gwella !... (Gervel a ra Jermen). Jermen ! Jermen !

————