Pajenn:Heritourien Biel al Liardou.djvu/11

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —


PEMPED DIVIZ
JERMEN

Petra zo, mestr ? (En eur velet Moris). Bonjour, Moris.

MORIS

Bonjour, va faot-me.

BIEL

Selaou, Jermen : kerz en eur redaden beteg ti an aotrou barner, ha lavar deza dont ama raktal.

JERMEN

Me n’ouzoun ket piou hennez...

BIEL

N’hen anavezes ket. An aotrou Valentin, pe m’ar d’eo gwelloc’h ganez, an aotrou zo leshanvet gant an dud an aotrou Nonde vingt-deux ?...

JERMEN

Petra ? Hennez eo an aotrou barner ? Hen anaout a ran neuze... Ne gav ket d’in e ven pell evit her c’haout, rag bremaik edo e tal dor he di. (Mont a ra kuit).

————
C’HUEC’HVED DIVIZ
MORIS

Abalamour da betra e rez-ta digas Valentin ama ?

BIEL

Abalamour da betra ? Evit lakat ar ziel var va c’hrouf a zo enna va liardigou, rag, her gouzout a rez koulz a me, ar c’hiz zo da ziella traou eun den maro, ken na vez en em zastumet an oll heritourien.