Al Labourerezed a zo ive femellened, mez ar re-ma n’o deuz ket resevet digant an natur ar pez zo neseser evid produi, rak-se ar re-ma na reont ken nemed dastum mel hag ar pez zo neseser evid ezomou ar rusken ; hi en okup deuz tout ar pez a zell euz prosperite ar famill, hi a gempenn ar gesten hag a zastum eur matier hanvet propoliz gant pehini e raiont hag e plafonont o zi ar matier-ze a zo evel peg. Al labourezed a zastum ive ar pollen hag a gwerc’h an dour, int hi a boz ebarz e fonz an alveolou (an toulou a zo ebarz er c’hoar) ar viou dre ma vezont dovet gant ar vam, int hi a zalc’h tom hag a vag a gwenan bian, betek ma ve stanket varnezo en ho alveolou, int hi ive eo a ro boued d’ar vam, a gempen anezhi hag a zalc’h d’ezhi eur gwir gard a enor keit e ma hi o ober he doved, int hi ive eo a ra ar poliz en dro d’ar gesten, hag evel santinellou e teuont d’en em ramplasi dalc’hmad evid ober faktion var an nor, monet ha donet a reont en dro d’o zi, ha maleur d’an hini a ielo d’o ataki.
Ar gwenan koulskoude na n’int ket klaskerezed afer ha na atakont ken nemed an hini a gredont beza enebour d’ezo, rak-se an hini a zo ataket gant eur venanen ar gwella en deuz da ober eo plega e benn ha monet goustadik e-kuit, hag ar venanen d’he zro en em denno ive d’he c’hesten, ar pez eo ar gwasa eo monet da hija an diouvrec’h pe traou all evid klask en em zifenn ; an dra-ze na ra nemed irrita anezo gwasoc’h a ze ha neuze ez er kazi zur da veza flemmet. Epad m’ema ar re-ma o surveilla an antre deuz ar gesten en diabarz a zo re-all a na jomont ket dilabour, gwelet ho peuz ar folennou koar pere a ra hon admiration ken regulier evel ma ’z int konstruet, ar re-ze ive a zo great gant al labourezed ; beza zo kalz tud hag a zonj d’ezo e tastum ar gwenan ar c’hoar gant o zreid, eo en em dromplont, ar bouliou