neseser evid bevi. D’an trede, ar maled, pere n’o deuz flem ebed, rak-se e lavaran d’eoc’h a c’hellit o distruja heb damant, chom a raio atao awalc’h evid ober ar pez o deuz da ober.
Beza a zo evel a meuz lavaret dija tri seurt habitanted ebarz en eur rusken, na n’euz nemed eur vam e pephini, mes beza ez euz milierou a labourezed, hag eun neubeud kantchou a valed pe gorerezed. Epad eur pennad euz ar bloaz, rag pa ve tremenet an han ar re-ma a vez distrujet gant ar re-all.
Petra bennag ma neuz peb rum deuz ar re-ma eul labour diferant, ez int koulskoude neseser peb rum anezo evid prosperite ar rusken.
Ar vam hag al labourezed a zo femellened mez na n’euz nemed ar vam hag a neuz resevet digant an natur ar pez zo neseser evid produi, hi eo eta a zov tout ar milierou viou deuz a bere a sorti ar gwenan-all. Ar vam a zo hirroc’h ha tewoc’h eged al labourezed ; he liou a so melen ardant, he askellou a zo berr, rak-se eo eaz he anavezout e-touez ar re-all.
Ar vam na vez fekondet nemed [eur] vech en he buez hag atao en ear, jamez ebarz er gesten, d’he zri bloaz, ar vam a zo dija koz, hag euz azalek an oad-ze eo poent he ramplasi, rak goude a zov kalz muioc’h a viou mal, hag evel a m’euz lavaret dija ar maled a zo kentoc’h debrerien mel evid na n’int util. Eur vam iaouank a c’hell dovi betek tri mil vi bemde pa vo mad an amzer ha ma zo kalz mel.