Mont d’an endalc’had

Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/12

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 5 —

velen vi, hag eun tammik amann fresk. A eneb an influenza, c’houi a gemero eur volennad dour, a lakaio ebarz eur verennad kognak pe rhum, hag a lakaio mel d’e sukra, n’euz netra gwelloc’h. Ar re a zo sujet d’ar châl (engelures) en o daouarn epad ar goan, a ve eun dra vad d’ezo kemeret eun tammik mel tano gant eun tammik eol lor da froti euz outo, hag ar re o deuz faoutou en o re (crevasse) frota deuz outo beb mintin eun tammik mel evit o frezervi euz ar faoutou-ze.

Evit ped ha ped tra all na n’eo ket c’hoaz mad ar mel. Evit al loened ive a rent kalz zervich, mar e ma o loen gant ar boan gouzouk (angine pe laryngite) frotit mad anezan da genta gant gwinegr tom partout dre e gorf, mez surtout en dro d’e c’houzoug, goloit anezan goude gant palennou tomm evit ma c’hello c’houezi, ha roit d’ezan deuz an noz ha deuz ar mintin mel kemmesket gant poultr regalis. Mar deo eur bronchit eo en deuz, roit d’ezan c’hoaz mel kemmesket neuze gant poultr kermes. Evit ar c’hrom, ar gwella tra a zo eo ar mel.

Ar beuc’hed a zo sujet d’eur c’hlenved hanvet mamit en gallek. Gant ar c’hlenved-ze, o bronou a zeu da veza kaled ha tomm, ha pa doucher diouto, e tiskuezont kavet kalz a boan ; al laez a zeu da veza rouz da genta, ha sklear da c’houde, gant bourjon ebarz ; gwaziedou al leaz a red dindan o c’hof, a zeu da goenvi, hag a ro d’ezo kalz terzen. Na fot ket d’ezo bale gant ar boan o deuz pa douch o morzedou a-drenv euz o deve. Mad, setu ama eur remed hag a neuz bet rentet servich mad d’in var ar poent-ze. Dalc’hin atao fresk dindan eul loen klanv, gora anezhi aliez. ha tenna daou pe dri litrat goad deuz gwaziedou al leaz, rei d’ezhi eur burgasion (eul lur sulfate de soude) en eul litrad dour, ha dalc’hin d’ezhi atao eur palast mel var e deve, anez, al loen a zo expozet da goll unan bennag euz e bronnou ha marteze meur a hini.

Ped ha ped remed-all na gafen ket c’hoaz mad d’ober