Pajenn:Henry - Ar gwenan.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 6 —

gant mel. Mez dont a rafen marteze d’ho skuiza gant va genteliou medisinerez, mez ar mel a zo mad ouspen da ober medisinerez. Ebarz ar menachou e c’hell servijout da galz a draou-all, d’ar vugale ha memez d’ar re vraz, n’euz netra gwelloc’h na iac’husoc’h eget eun tam bara largeet gant mel, da lakat ebarz ar c’hafe e plas ar sukr, ez eo ive eun dra vad tre, ha na ket da lavaret d’in, me n’on ket evit suporti ar mel. Da genta marteze, mez dont a reeur d’en em habitui betek memez na vezer mui evit e zilezel. Goulennit digant ar fumerien braz ha mad o doa kavet ar c’hornadou butun kenta o devoa fumet, goulennit digant an everien ha mad o devo kavet ar c’henta banne odevi o devoa evet, hag a velfet penoz e teuer d’en em habitui deuz tout, memez deuz ar poëzon, penoz eta na zeufec’h ket d’en em voasa diouz ar mel, pehini a zo eul louzou naturel dre exsellans, dastumet divar kement fleuren vad a zo krouet heb na velfot james ar gwenan o vont var ar fleuriou fall.

Great a vez c’hoaz gant mel a bep sort goastel delisius chouchet a vez great gantan ive, evit ramplas ar jistr, ober a rer c’hoaz gantan eul likeur hag he deuz kalz a henvelidigez euz ar malaga ; great a vez gantan c’hoaz odevi ha memez chokolat, ha me oar ped ha ped tra all. Ia, mar vefe anavezet mad talvoudegez ar mel, na vefe ket lezet kement da goll deuz eun dra ken presius skuillet gant ar brovidanz var ar fleuriou. Na meuz komzet d’eoc’h nemet euz ar mel, mez ar c’hoar a zo ive eun dra ha n’eo ket da veza disprizet, reg talvezout a ra etre c’houec’h ha seiz real al liur. Mez penoz dastum an traou-ze ? Dre ar gwenan, ha netra nemet dre ar gwenan.


————