Gant ma raïo tro c’houllo, da viana !
Aze n’euz ket muioc’h a destamant eget na zeuz peziou aour var bal va dorn.
Ac’hanta : petra lavaren-me ?…
Petra zo, ta ?
Skrivet eo var ar paper-ma : eil Testamant Biel Pendavad.
Siouas !
Piou hen dije kredet ?
…Gwelomp ar pez zo diabarz : « Me, Biel Pendavad, a c’houlen ma vo roet va danvez d’an niz hen devezo diskuezet kaout ar muia keuz d’in goude va maro. Va mevel Jermen a vezo karget da rei da anaout d’an Aotrou Valentin, barner, hano an niz karantezussa. .. An testamant-ma a freuz kement hini all am beffe great diagent… Great d’ar c’henta a viz ebrel mil nao c’hant eiz. »
M’hon dije goezet oa red diskuez keuz ! !
Hen gwelet a rit, brema, koulz ha me ; an testamant-ma a c’hell chench doare d’an traou… Da biou a vo al leve ? Den n’her goar, nonde vingt-deux, nemet diviner e ve…