pell evit hen diskuez did… Mez araok pep tra all, lavar d’eomp : daoust ha ne peuz laeret netra divar hor c’houst epad m’edoz ama da unan ?
Me, laerez eun dra benag ? Evelato ne garfec’h ket e ven lakeat e mesk al laeroun… Furchit ac’hanon.
Ne peuz ezom ebet da grial evel ma rez : da gredi a reomp, va Doue benniget… Allo, kerz da beurachui da labour… (Pa zeo eat Jermen dija pell). Ma kendalc’hez da veza fur, ni roio d’id marteze poltret hon Tonton Biel, a zo ama a zistribil.
Poltret eur marmouz kaer, hein, breur !
Petra velan, nonde vingt-deux ?
Tokou Biel dija var ho pen ! ! N’emaoc’h ket divezad o kregi…
Brema pe divezatoc’h. an dra-ze zo kavatal, aotrou barner.
A gav d’id ? mez n’eo ket va zantimant d’in-me, da viana betek hen : Bremaïk e vo great ar sklerijen… Mont a ran da zevel ar ziel dirak an daou zen a volontez vad o deuz assantet servichout da destou, evit gwelet a n’euz ket eun Testamant all e diabarz ar c’hrouf… (En eur freuza, ar ziel). Ma n’euz hini ebet ama, ne gav ket d’in e ve ken neubeut e leac’h all ebet… Sellomp piz e pep korn, eb direnka re ar pez a zo dastumet ennan !…