Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
gwelet penaoz e tremeno an traou… Da c’hortoz e ve mad d’id kentelia Jermen var ar pez en devezo da ober.
Biel
Bez disousi, sonj am euz d’en ober.
Moris
Kenavo varc’hoaz, Biel ; ne ket inoui a ran ganez.
Biel
Na me ken neubeut ganez-te ; kenavo, Moris.
————
EISVED DIVIZ
Biel
Dre aze e m’aout, Jermen ?
Jermen (o tiredet)
Ia, mestr, petra zo ta ? (En eur velet ar ziel). Ar ziel zo lakeat ama ? O mestr ! ! petra ?…
Biel
Ne da ket da ober brema da ziot : digor frank da ziou skouarn : varc’hoaz vintin va nizien en em gavo ama sur awoalc’h…
Jermen
Ho nizien ? Adarre ?
Biel
Ia, skrivet a vo dezho bremaik evit lavaret e vin maro, hag enterret raktal goude va maro, abalamour da eur c’hlenved spegus.
Jermen
O evelato, mestr !