Mad a rez hen digas d’in da sonj ! Edon o vont d’hen ankounac’hât… (Da Valentin:) Araok mont kuit, ne c’helfez ket ober eur vad all c’hoaz evidon, Valentin ?
Gwelomp da genta petra eo.
N’ema ket c’hoaz ar c’hiz d’ar re zo maro skriva liziri d’ar re veo.
Ne sonj ket d’in, tra.
Rak-ze, e pedan ac’hanot da skriva em leac’h, ar c’henta ma c’helli, evit kemen d’am nizien e vin sammet gant eur c’hlenved spegus benag, gant ar vosen, hag oa ranket va anterri raktal, eb rei amzer d’ar gerent da zont d’am anterramant… Ar vad-ze a rafes evidon, Valentin?
Ententet eo, ha kounta a c’hellez varnon, nonde vingt-deux. Kenta tra a rin oc’h en em gaout er gear a vo skriva al lizer-ze… ha sur oun, da nizien na vezint ket divezad evit en em gaout ama varc’hoaz vintin… Allo, kenavo, Moris, ha chans vad d’an hini zo vont da vervel (mont a ra kuit).
Bennoz Doue d’id atao, Valentin.
D’in-me eo poent ive tostât euz ar gear, rag va jatal a zo da voueta, ha va hini goz a dle beza nec’het dija ganen… Mez varc’hoaz vintin, me a vo ama kerkent a da nizien, m’ar gellan, evit