Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/77

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
68
KESTEL III.

Perpet en dehuehan, é kouskèt él lanneu
Ha lies é tonèt hé hunan pen d’er hreu,
Trohet é raug en droug, tried en avaden,
Pé doujet a huélèt kousiet er vanden.

Mar a hueh, én un taul, er meud kalonekan
E grein ar é ziwhar, e derm, e den ardran ;
Doujet er hoederez, keméret hou koutel,
Feutet é ziwskoharn ha touchand e hrei guèl.
Mez mar da doh guélèt unan é penfolein,
É troein éneb d’en heol, ne hues meid el lahein ;
Attaw er prinw multrer er parei a vouitat,
En dalhou de sehein hag el lahou bean mat.

Ne saw ket ar er mor muioh a houleneu
Aveid ar el loned ne goeh a glinwedeu.
Er seud hag en éhen hag er marh digampen
En des ou hlinwedeu avel en avaden.
Guélèt e hrer liez foenwet ged er viskler,
E krewein un ejon, ur veuh hag un anuer,
Pé ged er vourlogod, digor kaer ou begeu,
É talpein hag é koeh marw mik ar en trezeu,
Pé, ged en tair lèrez, dé ha dé é voenat,
Ma ne glasker lezeu ha tud eid ou guèlat.

Aveid er vourlogod hag aveid er viskler,
El mé ha bean en droug, ne golet ket amzer,