Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/76

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
67
KESTEL III.

Ha kaer hi dou sewel, kaer hi dou huitelat,
Skoeit, ha hui hi guélou én hou raug é pelat.
Kuhet hi des hé fen en drespet d’hé honar,
Mez hé horv ha hé lost e roul hoah ar en doar,
Hastet bean hi flastrein, hi lakat a dameu
Kent m’hi dou hum guhet bet én don a hou kreu.

Disket ehue petra ou laka de glanwat,
Diforh ou hlinwedeu ha penauz ou guèlat.
En devend ged er hâl en hum gaw kousiet
Arlerh ur goahad glaw en des ind bet trézet,
Arlerh ur bodad reaw e hia bet er velen,
Pe seh, arlerh en touz, en huiz ar ou hrohen.
Chetui perak ehue, peb plai, kent m’ou zouzer,
Er vugulion ou golh hag ou soub don ér ster.
Lod on golh hoah ur hueh arlerh mé mant touzet,
Lod ou frot ged lezeu eid kement se choejet,
Lod aral ged en hoarn e bik lagad er gor,
E bouiz én dro dehon, el laka de zakor.
É pad mé chom kuhet, en droug, a zé de zé,
E gresk hag e gemer nerh ha grouiad nehué,
Ma ne hast er bugul d’é gaih devendigeu
Ean memb dougein remed ha guèlat ou drougeu.
Mez, mar guélet unan é klah er hoeskeden,
É pirein ged dihoust er blein ag er heoten,