Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/72

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
63
KESTEL III.

Ma ne venet enta er guelet é peurat,
A zoh er hazeged é ma ret er pelat.
Hou kazeged ind memb, a p’en dint é tuemder,
E lausk er pradeu glas, e rid ol ér harter
Ha ma n’ou haset bean d’er marh e hues choejet,
Hui hou pou, ben er blai, un hebel disprizet.

En amzer e dremen neoah avel ur sked ;
É pad mé konzan doh a hou seud ha ronsed,
Er gevr hag en devend duhont é vegelat,
E seblant laret t’emb ne pas ou ankoehat.

É kreuier es ha choul, é kalon er gouian,
Én tretand ne hlasei heoten en nehué han,
Bouiteit mat hou tevend ged foen a hou pradeu
Ha streawet é dan d-ai plouz seh a vrehadeu
Ged eun ne cherrehent, é kouskèt ar en doar,
Korvadeu aneouid, er hâl pé droug diwhar.

Er gevr el en devend e houlen hou soursi,
Bout bouiteit ha deureit t’er gouian én hou ti
Hag, eid hum hourantein bet en amzer nehué,
Lojein é kreuier tuem ha distroeit t’er hreizté.

Gloan hou tevend, guir é, ér foerieu zou klasket,
Mez er havr e zoug mui, hé zeh ne heskou ket,
Sel mui ma hi gouerer ha sel mui é chumen
El leah ag hé diwron én ur goeh ér goupen,