Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/73

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
64
KESTEL III.

Ha ma ne venet ket desaw ol er meneu,
Hui e huerh ou hrohen eid gober manegeu.
Er gevr e gar biwein él lehieu a kosté,
E kreiz er spern, en drein, doh tor raus ur mané,
En don ag er hoedeu, é Speign doh er gerhier
Hag a vazen é tant ou hunan pen d’er ger.
Ind e zigas ehue ged ai ou menigeu
Ha kel lan é ou zeh, mé touch doh en trezeu.
Goarantet ind enta, é pad er goal amzer,
Hag aveid ou magein, digoret hou suler.

Memb é kreiz er gouian, kenteh el mé huéler
Er hogus tenaweit ha spisoh en amzer,
Er vugulion gredus e gemer ou chaucheu
Hag e gas en devend de birein d’el lanneu.
Unan e vah en erh én henteu p’en d’er ben,
Un aral ged é fouèt e zastum er vanden,
Hanen ar é ziwreh én henteu diesan
E zoug en oen iouank, en avaden goannan,
Lod e heij er bodeu, lod ou sko ged béhier,
En devend e vouita hag e za lan d’er ger.

Mez, kenteh el m’en des en ahuel blod ha kloar
Douget en nehué han aveid tuemèt en doar,
Ne lausket ket peloh hou loned én hou kreu,
Kaset ind ol ér mez d’en don a hou koedeu,