Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/28

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
19
KESTEL I.

Mahet ged ur roled ou s-erwi p’en d’er ben,
Ne zoujet ket kemer ar hou skoé er gorden,
Hag aveid hi doarat skarhet hoah en anteu
Ha toret er motad ged kain hou pigeleu ;
Ma ne hret kement se, lies mat é huéler
E verwel ar ou zreid er planteneu dister.

Ne lausket ket er héot nag er fal lezeuen
De greskein én hou park é tal er hunehen ;
Empléet hou krawel, lakeit huenerezed,
Pé kent mé tei en est doujet bras a huélèt
Hou kuneh deugromet ariet t’er pizel
Hag a drest er peneu é sewel en niel.

Goudé, a pe huélet er guenel deit t’er vro,
Mé kleuet é kanein er goukou tro ha tro,
A p’en dé deit imbril ged amzer dous ha kloar,
Ne hortet ket peloh, hadet avaleu doar.
N’ou gôlehèt ket rai, abretoh é tuemeint,
Doh téreneu en heol beanoh é kelideint.
Pe vou hireit en troed, digoret en délen,
Pe vou glub er grouiad, arlerh un defouren,
Kemeret hou pigel hag, avel moteneu,
Sawet ihuel en doar doh treid er planteneu,
Ha neze hemb doujein na séhour na tuemder,
Er grouiad ha krouéaj e hoarnou ou douster.