Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/27

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
18
KESTEL I.

Taulet ar en erwi en doar el ur hardel,
Brehonet en tameu, labourat hou rastel ;
Émber é huélehèt hou kerheg è trûat
Ha hui hou pou goudé bihanoh de huénat.

Ar dro hanter miz merh, pe huéler en déieu
É vout pedost ken hir avel en nozieu,
Mé huéler er gouian oeit er mez ag er vro
Hag en amzer nehué é tonét hoah én dro,
Peb unan e zeli hastein keti ketan
Ha streaw én é barkeu ol é huneh bihan.
Ne, huéler ket lies én hou mesk er hentrat
É vont te brenein gran de di en dehuehat.

Mez kent chonjal hadein, labourer lezerek,
N’ankoehet ket neoah a cherrein hou teileg,
Lausket hi én hé ioh de duemèt un herrad,
Ér guneh e houlen ha teil ha kardel mat.
Ul labourer apert, memb é kreiz ér gouian,
Ne zouj ket a ziblas a zoh é goahad tan,
E droh lann, drein, bonal d’hober é deilegi.
Un aral ged é strep e rah ol en erwi
Ha lies hemb nuehat é herhier ha lanneu
E huel de ben er blai karget é sulerieu.

Kenteh avel mé tei d’hou kuneheg glasat,
Aveid sterdein en doar, er mirèt a frostat,