Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/128

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
119
GUERZENNEU.

Brehoneg, el é ti é dad.
Hur hrouédur e zou d’emb ! Birhuikin ne gredein
É vou deit ér er pred, ma n’en dé étal d’ein
Doh en daul é taibrein é dam.
Eid omb, ma n’er guélamb, n’en des chet a vuhé :
Un tam bara segal e lodener ged joé
P’en daibr er mab ged tad ha mam.
Mam santel, — ur belleg en des d’ein el laret :—
Hou mab e hias un dé, é kuh d’oh, de gleuet
En doktored ag el lezen.
Klah e hreh é peb leh, ged dar en er galweh ;
Ged kement hani oé, er gonz men e horteh :
Séhet hou tar, é ma amen.
Ama, Rouanez en nean, er gonz e hues klasket,
A p’en doh bet é poen, a pe hues bet ouilet,
Groeit mé hleuein ehué souden.
Lavaret t’ou mab kaer, bremen a p’en dé Roué,
É ma kol glaharus ur hrouédur e garé
Brasan ankin ur vam christen.
Kenavo ta Gùérhiez ! Cheleuet on ged-n-oh !
Me vêlou hou keloud, hon madeleah brasoh,
A hed en hent én ur ganein.
Goann é on deit amen, kriw on doh hou kuitat
Chom e hrei... ha neoah é tar men deulagad,