Pajenn:Gwilhom - livr el labourer.djvu/127

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
118
GUERZENNEU.

Er vuhé zou huerw de dremen.
Arhoah, a berh er Roué, soudarded e sawer
Ha hur mab, ma n’en det t’en tennein a zanjer,
Eit brezelour vou kemeret ;
Tud kouh, petra gober arlerh ur hol ker garw !
Ah ! gelet vou hadein lezeuen trist er marw
Dirak hun dor perpet cherret.
Me mes groeit eid me mab er peh e zelien :
Cherret e mes melchon, ihuel var, er varlen,
Doh en noz, én ul leh distro :
Ér vorh ur bizeu stein zou bet beniget mat
Me mes, é goeh er sant, golhet ol en dillad
Peré vou arhoah ar é dro.
Un harp e vanké d’emb nerhusoh ha dousoh ;
Mem bahig guen ém dorn, chetu mé dirak oh !
Ne mes na pilèt na kouron.
Ni, labourerion peur, ne ramb d’oh tra er bet ;
Donèt e hramb neoah, hun hanawet e hret,
Guerhiez, hui zou mam er beurion.
Hui e houarnou me mab, hui e hues er reit t’emb !
Ha ne vénehèt ket, Mari, m’er guélehemb
É hunan, el un enevad,
É kuitat é vané, hag é vout forbanet
É mangoerieu ur ger, él leh ne gleuer ket