Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/92

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 90 —

da vean nec’het. An de warlerc’h ar beure a oa iac’h an den-ze ha krenv war he dreid.

Wardro ar bla 1320, eur Spagnol hanvet Migel a Fontarabi a deuaz da Landreger, hag a roaz eur pez-arhant spagnol en aluzen d’eur paour ; vel na oa ket mad ar pez vit ar vro man, ar paour a roaz he bez d’an otro, ha heman a grachaz en dorn ar paour, « Doue ha Zant Ervoan d’ho paeo, eme-han. » Raktal Migel a deuaz da vean zot, krial a rae a bouez he ben penoz a oa eun den gwisket en gwen o vont d’he lac’han. Daou vartolod a grogaz enhan hag a gasaz anean war he lestr a oa ouz an od en Landreger, med wasoc’h a deuaz da vean neuze c’hoaz. Ar c’habiten nec’het hen gwestlaz da Zant Ervoan, kaset a oe Migel war ve ar zant, reit a oe aluzeno d’ar bevien en he hano, ha ben daou de goude a oa iac’h.

Loranz ar zant eo a gont a mirakl-ze hag eun all c’hoaz : Bean oa, eme-han, eun den deuz Niort hag a oa bet krouget ter gwej ar memez de, ha ter gwej a dorraz korden ar groug goude ma nevoa pedet Zant Ervoan. Dont a reaz an den-ze da Landreger da drugarekat ar zant, dierc’hen, korf he rochet hag ar gorden n’he c’houk.

Eleiz a vurzudo ken zouezuz all pe zouezusoc’h a zo bet gret gant Zant Ervoan ; tud hydropik gwellaet, tud bouzar reit d’he ar c’hlevet, an avel grenv hag ar mor dousaet, tanio-goall mouget,martoloded ha tud-all kouett er mor ha zovetaet gant Zant Ervoan. Ar burzudo-ze a ra gwelet pegen gallouduz ec’h eo Zant Ervoan er Baradoz, pa deurve an Otro