Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/91

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 89 —

hag a vije bet maro en kov ho mam ; ha ze goude bean pedet erfad Zant Ervoan.

Chetu aman miraklo-all c’hoaz. — Katell Autret deuz a Blestin a oa paralizet he oll izili, hag eun de benag e c’hoantaaz bean douget war ve Zant Ervoan ; seiz zun a dremenaz en Landreger o pidi a greiz kalon. O welet na vije ket roet d’ei pez a c’houlenne kaer he devoa pidi, a reaz stagan anei war eul loen-kezek da vont d’ar ger ; trist a oa he c’halon o vont tresek ar ger war hent Lannuon. Kent disken d’ar Pont-Losket, arog koll a wel tour Landreger a reaz c’hoaz eur zell tresek an iliz viniget-se hag a laraz : « Gallet a vo laret eta, Otro Zant Ervoan, eme-hi, penoz na peuz ket gallet gwellaet ahanon ; petra larin-me war ho kalloud pa vin arri em bro ? ha kouskoude me garje vije c’houi a nije gwellaet ahanon. » A vec’h he dovoa achuet ar c’homjo-ze ma deuaz endro d’ei eur sklerijen gaer, hec’h izili reud ha ien a deuaz da vean tom ha leun a nerz ; roet a oa d’ei ar iec’het. Disken a reaz hec’h unan diwar an aneval hag a iez war droad ahane da Landreger leun a anoudegez-vad da laret trugare da Zant Ervoan.

Eun hevelep mirakl a oe gret vit eun den deuz Gerand, eskopti Naonet, hag a oa zeiet he diouc’har. Chom a reaz pemp zun da bidi war ve ar zant, hag o welet na vije ket reit d’ean he vennad a oa o tanzei mont d’ar ger. An noz arog ma glee mont kuit, ar gambr lec’h a oa kousket a deuaz da vean skler enpad an noz, ken a jonje gant an hostiz a oa krog an tan en ti, med ar c’hlanvour a laraz d’an hostiz penoz a oa Zant Ervoan gant-han, ha penoz na nevoa ket eom