isign fall hag a iez buan da laret d’an otro penoz na oa manet netra a vad barz ar c’hoat, ha penoz na gleje ket bean lest Ervoan Heloury d’ober kement a reuz hag a distruj en he goat war digare dressan iliz Landreger ; et a oa gant-han, eme-he eun hanter muoc’h a goat vit na oa eom. An otro a gredaz an dud gaouiat-se hag a iez drouk enhan ; ha pa deuaz ar zant d’hen trugarekat en hano zant Tual, na gavaz ket a gomjo vil aoalc’h da laret d’ean. « Klevet ’ta, Otro, eme Dom Ervoan gant dousder, an Doue a labouran evit-han a ro kant evit unan vit pez a rer evithan ; gallout a refet aprou ze ; et arc’hoaz d’ar c’hoat hag a welfet hag hen eo gwir pez a laran. » Pa welaz an otro penoz a gomze ar zant a douseaz d’ean ; hag an de warlerc’h ec’h ejont, an otro hag he dud d’ar c’hoat gant Dom Ervoan goude ma nevoa laret he oferen. Chom a rejont batet pa weljont petra oa digoueet : Ar gwe diskaret a oa diwanet ter gween war druncho pep hini anhe, ha gwe kals kaeroc’h vit ar re oa bet troc’het. An otro Rostren en em dolaz raktal war he daoulin dirag ar zant da c’houlen pardon digant-han, hag a laraz d’ean kemer c’hoaz gwe pez a garje vit peurachui he labour.
Pe oa labouret ar c’hoat hag arri en Landreger, chetu an artizanet nec’het adare ; ar c’halvez a nevoa troc’het he dreusho daou droatad re ver ; penoz d’ober ? Kement a vez a deuaz d’ean ken a iez en dizesper, hag a nevoa c’hoant d’en em grougan ; poan a oe o harz anean d’ober-ze. Trubuillet evelse a iez da gad Zant Ervoan, a vuzuraz an treusho dirak-han hag a reaz d’ean gwelet a oaint re ver. Ar zant a laraz