Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/73

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 71 —

eun iliz a hiz koz hag eul lambruch koat d’ei. Zant Ervoan a nevoa gwelet ilizo kaer barz ar broio lec’h a oa tremenet, hag a jonjaz kaerat eun tam ive hini Landreger. Gret a oe goab diont-han, ha goulet digant-han penoz a halje ober al labour-ze pe na oa ket arc’hant da ze. Ar zant na reaz van ebet vit klevet kojo evelse ; na oa ket peardra d’ober al labour, mont a rez da glask gant he fianz bepred en Doue. Mont a rez da gad an Duk a Vreiz, an Dukez, Otrone braz palez an Duk ha noblanz vraz all ar vro, goulen a reaz digant-he, en hano Doue, ho aluzen vit dressan ha kaerat iliz Landreger, ha den na zerraz d’ean he dor nag he ialc’b, pep hini roaz he dam. Goude bean bet o kad an dud vraz-ze a iez ive da gad an Eskob, ar chaloniet, personet ha beleien an eskopti, hag oll, beteg an dud ar muan dister, a rojont ho aluzen d’ar zant ; ha neuze prim ha prim a oe laket al labour en tenn hag artizanet da labourat. An Otro Doue roaz da c’hout dre eur burzud pegement a blije al labour-ze d’ean. Ezom a oa koat-labour kals, hag ar zant dre ma ouie a nevoa an otro Per Rostren koajo kaer damdost da Landreger, a iez da c’houlen digant-han eun toullad gwe.

Noblanz Rostren-ze a nevoa kals a gerent en bro Treger, Kastel Beurleudi a oa d’he, ha kals a leuveo all er vro-man, en Beurleudi, Runan, Trogerri hag el lec’h all. Digemeret mad a oe ar zant gant an otro-ze ; laret a rez d’ean kemer gwe pez a nije eom, hep damant, deuz an dibab. Zant Ervoan hen trugarekeaz, a iez d’ar c’hoat, hag a rez diskar kaeran gwe a oa enhan. Ziouaz ; evit-han, bean oa er c’hastel tud anviuz, tud a