Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/39

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 37 —

Landreger vit zevel an truaj-ze, med Zant Ervoan a oa enon vit harz outhe. Bemnoz a gouske barz sekreteri an iliz vraz, paket n’eur goz valin astennet war an douar-noaz, eur min hepken dindan he ben, vit chom enon d’evesat an treo-zakr. Tud ar Roue a oa drouk enhe o welet ar beleg-ze o stourm outhe evelse, hag a hellet kridi penoz a oa ar zant bemde en risk he vue dirag ar re-ze, med he joa vije bet mervel vit difen droejo an iliz ha ti Doue. Dont a rez unan anhe vit kemer eun dra benag deuz treo an iliz, med Ervoan a lakaz anean ermez, kaer a nevoa skein. Eun all a iez da gerc’hat eur marc’h du kaer da varchosi an eskopti, ha a oa o vont ganthan pa gavaz Dom Ervoan al laer-ze er vered, lampad a ra da ben ar marc’h, diframman ra he gabesten a dre daouarn an archer, ha neuze gassaz anean d’he graou n’eur laret na oa man da gemer deuz pez a oa da Zant Tual. Ar bevien hag an dud all a oa o sellet a deuaz ive da zikour ar beleg zantel. Herve lerer, an archer-ze a goueaz war an tol ar paralisi warnhan. — Trouz vraz a oe gret gant se en ker, ar bevien hag an dud dister a oa a du gant ar zant, med ar vourc’hizien a oa eneb d’ean, rag aon ho devoa vije kemeret ho zreo gant tud ar Roue abalamour da ze. An otro Gwillaou Tournemin, trezorier Landreger, hag eur c’hloarek bourc’hiz deuz ar ger-ze a oa karget da zevel an truaj, hag a oaint fachet braz ouz Dom Ervoan, insulti reint anean beteg barz an iliz, rei a reint d’ean bep sort lezhanoio vil : « Den diwar ar maez, fallakr, laouek, truillenek zo anout, eme-he, dare eo bet d’id laket anomp

2