Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/38

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 36 —

dreger, mont a rez d’ho c’had hag a laraz d’he : « En han ’Doue, me ho ped, gret eta ar peuc’h entre-oc’h. » Med ho zri a larjont penoz a virjeint ho droejo, ha na blegje hini anhe. Ervoan a oa o vont da laret an oferen, hag a laraz d’he chom da c’hortoz anean ha pidi erfad enpad he oferen ; « Goude an oferen, eme-han, a deufet d’am c’had. » Chom a rejont en oferen ar zant, ha ben a oa achu, na oaint ken ar memez re, prest a oaint breman d’ober ar peuc’h, hast ho defoa zoken da welet ar barner zantel o tont d’ho c’had. — « Otro, eme-he, barnet hon frosez vel a garfet, ni rei pez a larfet. » — Zenti rejont outhan ; ha Javre lare goude penoz a oa bet distroet ho c’halono dre bedenno ar zant ; adaleg neuze a deujont oll da vean mignonet ar gwellan.

Zant Ervoan na oa ket den da zellet ber ouz an dud ; dont a rae awejo he domistiket hag he amezeien da laret d’ean a vije laeret treo diwar he goust, hag a gleje ober klask al laeron-ze ha punissan anhe erfad. — « Lest anhe, eme ar zant, lest an Otro Doue d’ober d’he sort a garo, me bardon anhe, c’hoaz ec’h on pinvikoc’h evit-he. » — Na rae ket kals van deuz ken neubet a dra. Med pa vije ret d’ean difen droejo an iliz, ha treo an iliz a oa en he garg difen anhe, neuze na leze den da drec’hi warn’han.

Agant-se, d’an amzer-ze a c’hoanteaz da Roue Franz, Fulup IV, hanvet en gallek Philippe le Bel, war eun digare benag, lakat eun truaj disleal war mado iliz Landreger ha re an dud a iliz ; dont a reaz tud a beurz ar Roue da