Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/22

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 20 —

entrez-he, bean oa bugale tud a vrezel enon hag a blije d’he muioc’h c’hoari gant armo vit na oa studian ; awejo vije kann entrez-he, ha bec’h, ha kazi lac’hadek. N’eo ket mesk ar re-ze vije kad Ervoan ; pa vije achu ar skol a ie d’eun iliz benag da bidi Doue, mont a rae n’eur ober eur bale beteg iliz Itron-Varia-Paris beteg ar Chapel Zantel, iliz zant Per Montmartr, chapel kouent zant Fransez. Enon dremene an den iaouank he amzer gollet, enon gave ar gwir vignon a nevoa eom hag a dalc’he en he galon plas he dud hag he vro. Eur blijadur vraz a gave c’hoaz, pa nije amzer, o len bue ar zent ; enon diske hen he-unan an hent a oa ret da gemer vit bean zant, ha zur-mad na c’houite ket da derhel jonj deuz pez a nije lennet, ha da heuil neuze vertuio ar zent a nije lennet ho bue.

Nao bla a chomaz Ervoan en Paris, hag en keit-se nevoa disket kals a dreo, dre ma oa he ben dalc’hmad gant he labour. Deut a oa da vean mestr er skiancho, ha bet a oa eur pennad oc’h ober skol. Mar vije chomet evelse d’ober skol a vije zur-mad deut da vean eun den brudet ; med na c’hoantae ket bean den brudet, eur zant a nevoa c’hoant da vean. Neuze eo n’em lakaz da studian an theoloji ha lezenno an iliz. Roue Franz a gassaz da Orleanz ar mestro a rae skol war ar skiencho-ze hag a oa ret vit ober ar studi-ze kuitat Paris, lec’h ma nevoa tremened Ervoan eul loden deuz he iaouankiz. Kement hini a nevoa anveet anean enon hen kare hag hen istime, na rae nemet skouerio mad d’an oll, skouerio a furnez hag a doujanz Doue. Ar re nevoa anveet anean enon a dalc’he