Pajenn:Guillouzic - Bue Zant Ervoan, 1894.djvu/21

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 19 —

iaouank ha mar nije ho heuillet, ho dije kasset anean war an hent fall, med na neuz biskoaz heuillet mignonet ar sort-se ; ha dre-ze na n’omp ket estonet o klevet Ian a Gerhoz hag ar Vretoned all o laret pa oaint gelvet da dest vit he ganonizasion, penoz he vue a oa bet eur vue didach, hag he gomjo dalc’hmad komjo fur. Kerhoz a oa he gamarad kamp enpad ma chomaz er ru Fouar. Hag Ervoan Suet a lar penoz a nevoa anveet Ervoan skolaer da gentan, ha goude-ze oc’h ober skol d’ar re all, evel mestr, war bep sort skiancho, ha beteg war lezenno an Iliz.

Herve lavar Raoul Potarn a barouz Lanveur, vel eun dra anveet gant he oll gamarado, Ervoan na gouske kamet en guele ebet, he wele oa eun tam plouz en kouign ar gamb, hen he-unan a neuz kad anean aliez kousket war he dam plouz, pe na vije en gortoz da welet den ; ar memez re a lar c’hoaz penoz a roe d’ar bevien an tamo kig a vije roet d’ean vit he bred.

Ar bla warlerc’h a renkaz Ervoan, kaer a nevoa bean didrouz er ru-ze, mont el lec’h-all, vit gallout heuil c’hoaz eur skol hueloc’h hanvet an Universite. Kad a rez d’en em lojan barz ru Zant-Ian Beauvais, enon a gavaz c’hoaz bretoned all, hag en-touez ar re-ze a helle n’em zellet vel er ger, rag mignonet a oaint oll vel pa vijeint breuder. Ar Vretoned a renke derhel tost an eil d’egile emesk ken aliez a den divroet vel ma oa en Paris, pe n’eo gwir a lerer a oa enon, o heuil ar skolio, en dro da bemp-mil-war-n’ugent den iaouank, ze diskoe pegen brudet a oa skolio Pariz. Mesk an dud iaouank-ze a oa bep sort ; na vije ket dalc’hmad ar peuc’h