d’ean klevet an histoario-ze hag ar gwerjo hag ar c’hantiko vije kanet d’an amzer-ze, med trist a ie pa gleve he dad o komz deuz ar brezelio, ha pa jonje pegen kri eo an dud a ia evelse d’en em lahan barz ar brezel ; euzal a rae pa gleve nag a dud a golle ho bue er brezelio-ze. Abred a gustumaz kad true ouz ar bevien, rag gwelet a rae aliez ar bevien ezomek o tont da di he dud da glask an aluzen, n’alle ket harz da gad true onthe pa wele ho faourante, hag a ie d’an ti da c’houlen eun tam bara evithe. He vam a gasse anean ganthi awejo da welet an dud klanv, dreist-oll ar bevien glanv diwardro, hag he joa oa rei he-unan d’he pez a vije roet d’ean gant he vam. Dre ma oa bet kustumet abred evelse da welet an dienez hag ar baourante du en ti ar bevien, a chomaz ar jonj-ze n’he speret enpad he vue, hag a deuaz da vean madelezuz en kenver an oll, med muoc’h c’hoaz en kenver ar bevien, true n’ije outhe dalc’hmad hag a rae vad d’he muan m’alle.
Azo ar Genkiz, itron Kervarzin, ar vam vad-se hanval ouz an hini zo meulet gant ar roue fur Salomon, na gargaz ket tud all da zevel he bugale, magan rae anhe, kelen a rae anhe en hent ar furnez hag an doujanz Doue. Nag a wej a deuz laret d’he mab Ervoan : « An hini neuz c’hoant da vean eur zant ha da vont d’ar baradoz a gle bean fur, agant-se ma mabik, a vo ret d’ac’h ober deuz bean eur zant, n’ankoaet ket ze. » Ar c’homjo ze a chomaz dalc’hmad don en he galon, ha zeblantout a rae d’ean klevet he vam o laret ze d’ean aliez.
Zant Gwillerm, eskop Zant-Briek, a oa bet