Pajenn:Guillerm Herrieu - Recueil de Melodies bretonnes.djvu/35

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 33 —



6. Pe vé guélet ur huéen seh e vé bean diskaret :
Ha mé kent ma vou pel d’er marù é vein falhet.

7. Pe n’em behé nameit kuitat er bed get é ardeu,
Ne vehen ket guélet e skuill kalz a zareu ;

8. Mes un dra-ral e garg, siouah ! me halon a ankin ;
Me zélen ne son mui nameit tonnieu begin.

9. Guélet e hran bugalé Breih e tout de vout digas,
Digas doh ou Mam-goh, doh Breih karet, allas !

10. Dispriz e hrant ou Fé, ou iez ha kizieu ou zadeu ;
Dilézel e hrant memb Sent koh ha pardonieu.

11. Ne hrant mui dalhmat meit goapat hun soñnenneu ken koant :
Pozeu dihaill Bro-Gal én ou leh e ziskant.

12. Hoarhein e hrant, tud divergont ! pe gleuant ou Barhed :
Taliézin, mestr keh, ’dan hon sam doar ouilet…

13. Ret vou d’ein enta, kent merùel, rein dehé me malloh ;
Perak nen doh hui deit, o marù, d’em hlask koursoh ?

14. Galuet bean er barh diskonfort, men Doué, d’hou ranteleh,
Chuéh on ’huélet bamdé treisein mem Broig keh…

L. H.

3