Mont d’an endalc’had

Pajenn:Guillerm Herrieu - Recueil de Melodies bretonnes.djvu/33

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ
— 31—


5
Er Chistr neùé


Ar skridoù-sonerezh zo diweredekaet evit poent.


1. Peizanted, er gué zou karget
A avaleu milen :
Golhet hou fustigeu, pautred,
Er bléad er goulen.

2. Lakeit hou fusteu, hou tonneu
De dranpein é deur sklér,
Ha tolpet hou pern avaleu
Ér hornig a hou lér.

3. A pe zei er gouian kalet,
Karget hou melinieu,
Ha troeit get plijadur, pautred,
Malet hous avaleu.

4. Hag én hou preseu stoubet mat
Paket hou markajen ;
Lakeit plouz kerh at bep trohad
Hou chistr e vou milen.

5. Ha bremen, get hou nerh brasan,
Sterdet ar hou preseu :
Er chistr e rid : er frond huékan
E saù dré hon kranjeu.

6. D’en dud ag en ti ha d’er vistr
A pe vér get er pred,
Nitra ne dalv ur banig chistr
Eit torrein er séhed.

7. Hag a pe vér draillet d’er boén,
É hersal doh en doar,
Aveit degas kalon d’en dén
Er chistr e zou hemb par.

8. Er chistr e zou ivaj en ol,
Er pinùik hag er peur ;
Mes méuein geton e zou kol
Ha dismant ivaj eur.

9. Ean zou goed er guir Vretoned ;
Hemb zou n’hellant biùein.
Chomamb fidél d’hun chistr, pautred ;
Mes gouiamb en ivein !…

L.H.