He spered hag he c’halon etrezeg an envou :
Souezet braz, emezi, e veulan va Doue
Da veza tollet varnoun eur zell a dragare.
Miromp egiz mam Doue lezen ar garantez :
D’an deiz-man evit monet da velet he c’harez
Var dro teir leo ha tregont e reaz var he zroad
Ha laouen, rac ma cave an tu da ober vad.
Ha c’houi marteze, siouaz, o lec’h mond euz ho ti
Da glasg ar beorien mezec, evid ho frealzi,
Pa velit en ho kichen ar paour he zorn digor,
E lec’h roi an aluzen, a zerr outan an or.
Ma na roït d’ar beorien un darn euz ho madou,
Birviken, tud didruez, ne bignot en envou,
Mez souden gand ho tanvez daspunet bern var vern
Evel ar falz pinvidic e couezot en ifern.
Hogen grit an aluzen : henvel a ra Jezuz
Madoberourien dezan an dud trugarezuz ;
D’he vam e plijont ivez, rag en dud ezommec
Mari a vel bugale d'he mab oll-c’halloudec.
Peden.
Mari, mam oll-c’halloudec ha mad ouz peb-unan,
Ra girimp oll hon nessa eveld’omp hon-unan,
Rac lezen ar garantez eo lezen ar c’hristen :
An neb he mir a vevo en envou da viken.