— 42 —
Chelaouit oc’h ho kervel he vouez carantezuz ;
Tostait, paour ha pinvidig, deut d’am digemeret,
Ar galon em digemer a gav an eurusdet.
|
EIZVED GUERS.
————
AR C’HRISTEN MAD EN DEUZ HIRREZ DA DOSTAAT
OUZ AN DOL ZANTEL.
————
Ton : Santez Mari.
Jezus, petra nemedoc’h er bed-ma glaskin-me ?
Petra zoken a glaskin nemedoc’h-hu en eê ?
Hastit da zont da vedoun dre ar gommunion
Evit ma reno pelloc’h an eur vad em c’halon.
Redec a rer hep paouez varlerc’h an eurusdet
Ha biskoaz pell diouzoc’h n’en deuz den he c’havet.
Hastit da zont…
Va Doue, pell diouzoc’h ne gavan nep dousder
Ar c’haera festou zoken a zo leun a c’houervder.
Hastit da zont…
Va c’halon eta, Jezus, a zo gret evidoc’h,
Rac na ve morse diboan, pa ve pell diouzoc'h.
Hastit da zont…
Clevet am euz e teskit guir hend an eurusdet
Da biou bennag a zelaou ho comzou benniget.
Hastit da zont…
Encrezet oc’h ho kedal pep devez a gontan,
Hag hir egiz eur gantved pep devez a gavan.
Hastit da zont…
Va eno kez a zizec’h dre dan ho carantez,
Pe goulz e vin-me caset d’ar feunteun a vuez ?
Hastit da zont…
Pe goulz e torrin me cren va naon ha va zec’hed ?
Pe goulz e vin me ganoc’h ouz an dol benniget ?
Hastit da zont,…
Perag, evel eur goulmic, n’emeuz-me ket eskel
|