— 41 —
SEIZVED GUERS.
————
JEZUS-CHRIST EN DEUZ HIRREZ DA ZONT EN HOR
C’HALONOU DRE AR GOMMUNION.
————
Ton : Santez Mari.
Hor Zalver a lavaraz gant ar vraza dousder
Pa roaz d’he ziskibien sakramand an Oter :
Hirrez em boa, mignonet, pell zo em boa hirrez
D’ober ganeoc’h ar pask-man aroc coll ar vuez.
Ia, c’hoant en doa Jezus da roi d’an ebestel,
Evit merg a garantez, he gorf, he voad santel,
Rac torfet Judaz zoken ne hellaz ket miret
Ne roaz laouen dezo he vanked benniget.
Kercoulz evel er gamb-lid e fell c’hoaz da Jezus
E recefemp he gorf sakr hag he voad prisiuz ;
Bepred e chom en iliz, petra bennac ma ve
E calon meur a judaz trahiset a neve.
Galloud a ra pep christen, e pep lec’h euz ar bed
Tostaat, pa fello dezan, ouz an dol benniget,
Rag, a drugarez Doue, abaoue hor Zalver,
Beleien hag ilizou e pep lec’h e caver.
Evel an den pinvidig, ar paour en deuz ive
Ar galloud da vont bemdez da vanket e Zoue ;
Rac didan spesou dister hor Zalver benniget
En em ro d’an dud paoura evel d’ar rouaned.
Ha gallet en devije discoueza guelloc’h d’omp
Peger braz hirrez en deuz da zonet davedomp ?
O ! meulomp a vir galon, o ! meulomp an Doue
A zeu ker carantezuz da ved he vugale.
Pe seurt plijadur e clask, pa fell dezan disken
Divar an dol benniget e calon pep christen ?
Nicun nemed an hini da ober vad d’an oll,
Miret e felfe dezan n’ez afe den da goll.
Hastit eta, va breudeur, da dostaat ouz Jezus,
|