Pajenn:Grimm - Chemener bihan.djvu/26

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Gwiriekaet eo bet ar bajenn-mañ



Un nozvezh avat e klevas e wreg anezhan o komz dre e gousk :

« Penaos, kemener bihan fall », a lavare-en, « n’eo ket prest va dilhad c’hoazh ? Tuchantik e tapi bazhadoù digant va mevelien. »

Fuloret e voe merc’h ar roue o sonjal e oa dimezet gant ur c’hemener ha diouzhtu ez eas da gontan an doare d’he zad.

« Henozh », eme an tad, « a kasin tud da lazhan anezhan. »

Ar c’hemener bihan, dre chans, a oa mignon bras