Pajenn:Grimm - Chemener bihan.djvu/27

Eus Wikimammenn
Kadarnaet eo bet ar bajenn-mañ


d’ur mevel kozh hag a zeuas da gontan dezhan pep tra.

« Mat », emezan, « war evezh e vin. »

Ha pa glevas tud o tont en e gambr e-kreiz an noz e krogas da huchal, evel pa vije bet o komz dre e gousk :

« Penaos, kemener bihan fall, c’hwi a ra din gortoz keit-se ? Ha ne ouzoc’h ket em eus lazhet seizh en un taol, ha goude-se daou ramz, ha tapet c’hoazh ar gwashan hoc’h gouez a oa er c’hoad ? Me zo ’vont da ziskouez deoc’h petra on gouest d’ober ouzhpenn ! »

Ken spontet e voe an dud fall ouzh e glevout ma’z ejont kuit en ur redek.