En deus tiset ar Saux qen na treusas e dal.
Bambro oe douarët, hac evelqent ractal
E savas var e dreit ; moes pell ne chommas qet,
Rac lanç Jeffrey Ar C’hoat en deus e peurlazet.
« Guasqomp, ’me Beaumaner, mui-oc’h-mui, bugale :
» Roomp bec’h d’ar re-all ha list hennes aze ! »
Daoust d’ar c’holl o deus grêt, ar Sauzon a harpas ;
Croquart da gabiten var’ne en em laqeas.
« Bambro, eme Croquart, n’en deus qet bet a chanç
» Dioc’h e uvreöu sot na levriou nigromanç ;
» Mæs n’omp qet trec’het c’hoas ! Bodit en dro din-me,
» Scoas-oc’h-scoas evel tud, ha labourit goude.
» Mallos d’ar Vretonet mar teuont var hed lanç ! »
Maro Bambro a oe an taul a delivranç
Da Garo, da Tristan, da Charruel ive,
Hac o zri er c’hemesq e saillzont adarre.
Terruploc’h freuz biscoas na tauliou pounneroc’h
Biscoas, e bro ebet, ne clefzoc’h, ne velzoc’h !
Evel ar morzolliou a guez var an anneu,
Stanq evel ar grisill, pa vez eur barr arneu,
O chlevet eus a bell, eur c’hard-leo dioc’h ar plaç !
Daou dimeus ar Sauzon, en dro-mâ, a chommas
Sounnet ha dilavar ; neuze un Allamant
En deveus bet e fall, ha Dardaine a Vrabant ;