Pajenn:Goesbriand - Gwerz Emgann an Tregont, 1837.djvu/13

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 9 —


 
» Bezit contant, Autrou Beaumaner, pe fachet,
» Grit ar pez a garroc’h, Gallaouet, Bretonet,
» Va Roue-me vo mæst e Frang hac e Paris,
» Ha Monfort a vo mæst var an ducaich a Vreiz,
» Var qement so etre Pontorson ha Guenet,
» Adalec Sant Vaze tre betec an Naonet ! »

Achu e gomz ganta : Robert, eb coll amser,
A zistro oc’h ar Saux, evellen qen seder :
« Songit, Bambro, songit un uvre-all,
» An uvre-se so songet fall !
» Na dre gaer na dre ac, [1] birviqen, cridit-se,
» Hanter troatad douär e Breiz-isel n’ho pe !
» List ho pombat, Autrou !… Aliez, pautret balc’h, [2]
» Goude prometti re ne reönt qet aoalc’h !
» Mar plich deoc’h ar gombat, ar c’hemesq hac ar goad,
» Chetu ama ho ten !… Parlantit ur guer mad !
» Mar qirit autramant, e hellomp ober guell :
» Assinomp un devez evit ober brezel
» Gant tregont a bep tu, tri-uguent pe ouspenn,
» Ma vo guelet pere a vo mæst en dachenn ! »

« Mad e, eme Bambro ; ra vo græt evel-se ;
» Tregont eur va phautret ous tregont eus ho re ;
» Peb a varc’h dindanno !… » Hac o daou, var o le,
Beaumaner ha Bambro o deus qemeret deiz
Evit ar gombat rust etre Bro-Saux ha Breiz,

  1. Na dre gaër na dre ac. De gré ni de force.
  2. Balc’h. Arrogant.