Pajenn:Goesbriand - Gwerz Emgann an Tregont, 1837.djvu/14

Eus Wikimammenn
Sauter à la navigation Sauter à la recherche
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ
— 10 —


Eb trucherez, na chalm, nac ardou disleal.
Pedom Douë an êe, n’e na bouzar na dall,
Ma tui a guir da vad hac ar gaou caout e fall !

Distro da Josselyn, Robert a Veaumaner,
(E dal so diroufen, e zaoulagat seder,)
Qer buan da guement na Marc’heq [1] nac Autro,
E tisclerias penaus oa c’hoarvezet an dro ;
E contas guer-da-cher, het-a-het, qement caus
A oa bet etreza hac ar c’habiten Saux.

« Tuchentil, clevit mad : etre me ha Bambro
» Combat so assinet gant tregont eus va bro
» Oc’h tregont eus e re. Hac e vanqfe din cant,
» Me o chaffe souden, pautret start ha vaillant,
» Mad da sqei gant ar lanç pe gant ar c’hleze hir,
» Gant contel-lassen verr, pe gant ar vouhal dir.
» Ya ! me gaffe cant, mad a vre’h hac a zorn,
» Ha dispont a galon, ha calet a ascorn ! »

« Autro Robert, eme ractal ar Vretonet,
» Soudardet, Marc’heïen couls hac ar Baronet,
» Ni o c’heulio laouen evit discarr Bambro
» Hac ar re so ganta o glac’hari hor bro.
» N’o devo nac arc’hant na rançon diguenomp,
» Rac ni so guest da sqei a drojou [2] hac a blom.

  1. Marc’heq, au plur. Marc’heien. Chevalier.
  2. A drojou. A tour de bras, par dessus l’épaule.