GWERZ
EMGANN AN TREGONT A VRETONET
A ENEP TREGONT SAUX
Chabist qenta.
Ur verz pell-amser so bet scrivet e gallec,
Hac a dleffe pell so beza e bresonec,
A gleffot, mar gallan, ha poent aoalc’h e ve ;
Rac e Breiz, en ho pro, ha va-hini ive,
E c’hoarvezet an taul p'hini a zisclerian :
Biqen ne vo canet caeroc’h taul evithan.
Ar Sauzon a so bet (c’hui er goar,) a viscoas
Adversourien hor bro, ha bepret ez int c’hoas.
Meur a grogat so bet etrezo hac hon tud,
Crogadou rust meurbet, elec’h ma croguet mud ! [1]
Mæs e toez qement-all, biscoas goassoc’h brezel
Eguet etre ar Saux a zalc’he Ploärmel
Hac ar Vretonet ter, oc’h ober goarnizon
Gant Robert Beaumaner, a guenta goad Breton,
|
- ↑ Croguet mud. Crocher en silence comme font les boule-dogues, crocher dur.