Mont d’an endalc’had

Pajenn:Goesbriand - Fables choisies de La Fontaine traduites en vers bretons.djvu/35

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Hac hi dar ret da dy ur mignonez :
Chetu petra se bet duma, va c’hommer qez ;
Mæz nel livirit qet, pe cannet e vezin.
Va goas en eus tofet ur vi qement ha tri.
Dalc’hit mat dar secret ; en han’ Doue ; tavit.
Evit piou va c’hemerit ?
E me he-bèn. Ne ouzoc’h qet
Petra e zoun : n’o pezet aon ebet.
Ar plac’h sot a zistro d’an ty.
A boan troët he c’hein gat-hi,
Teod he c’hommer a c’hrill evel glaou ruz
Gat mall counta un taul qen burzudus.
Ouspenn da zeq e conto an affer,
Ha ne basseo qet ebqen gat ur vi caër ;
Tri picol a se bet !… Brema ur straqell-all
E pleg ar scouarn a lavar
Penaus an ozac’h paour en deus tofet pevar !
Ha possub e ve mui dar c’helou mont da fall ?
Cusulia qen se poan gollet ;
An taol ne de mui ur secret :
Cresqi a ra, dre ma vale,
Eus an eil guenou d’eguile :
Ar vi so bet cresqet qement
Abars an nos oa c’huec’h-uguent.