Bet oc‘h ebars ur pennad mad.
Va chass munut ne boezont qet var droat,
E me he-bèn, qen brao : va list c’hoas pemzec dez.
Hac, evit troc’ha ber, digat he mignonez
E c’hellas caout un eil termen.
Deuët ar poent, e rer un eil goulen.
Ni ya er mæz, e me ar loen dic’hraç,
O tiscrognal he dent, m’ar d’oc’h goest evit cass
Ac’hanomp dioc’h o ty. He chass a oa deut bras.
Qeuz a vez peurvuya d’ar vad græt d’an dud fall :
Evit tenna ho tra, goude cals madelez,
E renqfot caout cann pe proces.
Roït un troad dezo hac e trufflint tri-all.
Amprevan lous, map d’ar pri ha d’ar fanq,
Tec’h quit a les-ze, var ar franq,
Qe diouzin. Ar leon evel-hen
A c’hourdrouzas ar fubuen.
Houma a zisclerias ar bresel d’ar loen crè.
Fae e guenin da hano a roue :
Un hegen, a so par dit, ha betec-re,