Mont d’an endalc’had

Pajenn:Goesbriand - Fables choisies de La Fontaine traduites en vers bretons.djvu/17

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ

Chetu o tont a benn-err
Terrupla map, pounera barr-amzer
A oe ganet biscoas e corn ar goal-arn-ster.[1]
Ar vezen derv a harpas crenn,
Ar gorsen a blegas e fenn.
An avel a boez muï-oc’h-muï,
Qement ha ma tisplantas an hini
A behini ar beq a tise oc’h ar loar
Hac a blante e lost e calon an douar.


********



AR GUIOZEN HAC HE C’HAMARADEZ.
(Livre II, Fable VII.)


Eur guiez prest da dreï he chass
Da zisamma a glasqe plaç.
Dre gomzou flour, dioc’h un ameseguez
E ellas caout e prest, d’ober he zieguez,
Lochiq he-bèn. Pa oe achu he zro,
Mæstres an ty a c’houlen ma rento
He zoull dezi : A poënt aoalc’h ez eo ;

  1. Goal-arn, dans le langage des marins du Conquet, est le nord-ouest ; goal-arn-ster, le nord-nord-ouest.