Pajenn:Goasdoué - Kanaouenno en yez Treger.djvu/90

Eus Wikimammenn
Adlennet eo bet ar bajenn-mañ


PLISTIN
————


Ton : An durzunel.


Na koant eo kerig Plistin, kuzet etouez ar gwe,
Gant hec’h iliz, he c’houent hag he c’hlandi newe !
Tost d’ei ar mor bras, bemde, a ruih e wagenno,
En eur drouzal goustadik a-hed an traezenno.

Diwar lein tosen sant Rok kaerat da dol-lagad !
En eur drei, dirak ho sell e welfet o ’n em gât :
A-dal d’ec’h iliz Lanveur, ha chapel Ker ’n Itron,
A-deo tïe Lokirek, ha rec’hel ar mor don.

Dindanoc’h eman Plistin koajo glas ’n e gichen
Gant e dïe gwen savet hed-ha-hed an dosen,
Ha pelloc’h Toul-ar-C’hiri, ’lec’h ’zo traez ar c’haeran,
Traez munut hag arc’hantet, pa bar an heol warnan.

Tu hanter-noz, ’n ho kichen, kastel ’n Itron Dizien,
Karet gant an holl dud vat, dreist-oll gant ar bewien.
Er pellder tour Trebeurden, tour Pleuveur ha Tredraez,
Sant Eflam ha Log-Mikel en daou ben ar Leo-Draez.

’On ’paouez laret hano ar vadoberourez
Chomet yaouank intanvez, d’ezi eur benherez ;
Ar benherez ’deus lezet ar bed hag he mado,
Ar Varkizez, he mam vat, ’zo Providanz ar vro.